Peseurt organ a servij da buraat ar gwad ?
- Al lounezh
- An avu
- Ar felc'h
- Ar skevent
Petra a vez graet eus an takad gwenn a c'hell dont war sae al lagad ?
- Ar saeig
- Ar bent
- Ar mab
- Ar banne
Petra eo ar gelc'hspeurenn ?
- Ur gigenn a zisparti ar brusk diouzh ar c'hof
- Un askorn a juntr ar vrec'h ouzh ar skoaz
- Ur groc'henenn tro-dro d'an empenn
- An tamm kig etre ar bizied
Petra a vez graet eus an toull etre eskern 'zo e klopenn ar babiged ?
- An toullig
- Ar puñs
- Ar c'helc'hig
- Ar feunteunig
Peseurt dent a zeu er genoù d'an oad gour ?
- An dent-korn
- An dent-lagad
- Ar c'hildent
- An dent-Genver
Petra eo ar rahouenn ?
- Askorn brasañ ar skeledenn
- An hed etre ar glin hag ar seul
- An hed etre ar biz-meud hag ar biz bihan
- An hed etre an divabrant
Petra eo un den boulc'h ?
- Un den a vank ul loaiad dezhañ
- Un den zo faout e vuzell uhelañ
- Un den n'hall ket kaout bugale
- Un den hep treid
Tri askornig hor skouarn grenn eo :
- Ar bal, ar falz hag an heskenn
- Ar morzhol, an annev hag ar stleug
- Ar paler, ar skin hag ar werzhid
- Al logodenn, ar vorzigell hag an hunegan
Ar vestl a vez furmet gant
- An avu
- Ar stomog
- Ar felc'h
- Ar c'hwezigell
Ul lodenn eus peseurt organ eo ar flip ?
- Ar fri
- Al lagad
- Ar skouarn
- Ar genoù